Keleier ar vro d'ar Yaou 30 a viz Genver 2025
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Perak ez eus kement a zourioù-beuz er vro ?
'Blam d'ar glav sur ! N'eus bet muzuliet morse kement a c'hlav e miz Genver e Roazhon. Koulskoude n’eo ket an abeg nemetañ. Distrujet e vez muioc’h mui a gleuzioù er vro, kement hag er bloavezhioù 1950. Al liamm etre an distruj kleuzioù hag an dourioù-beuz a zo bet lakaet war wel gant ar Justis. E 1974 e oa bet dourioù beuz spontus e Roazhon hag e Montroulez. Muioc'h a ditouroù gant Saig Jestin en deus krouet skol ar c'hleuzioù.
Un IA evit Dastum?
Digwener paseet eo bet dalc'het un emvod gant ar gevredigezh Dastum e Pondi...Unan eus temoù an devez a oa implij an naouegezh artifisiel, an IA en treuzkrivadurioù. Christian Rivoalen, e karg ag ar raktresoù dastum e Kornôg Kreiz Breizh, a oa bet aterset gant Neshka Van Seventer eus Radio Bro Gwened.
Ha da glevet ivez :
- 70 000 a dud a vefe bet lazhet e Gaza hervez "The Lancet"
- Harpet eo bet ar virourien alaman gant an tu dehoù-pellañ evit ar wech kentañ
- Barnet eo bet 7 stourmer.ez euskarat evit gwirioù an divroidi
- Emañ departamantoù Liger Atlantel, Il-ha-Gwilen hag ar Morbihan dindan evezh ruz 'blam d'an dourioù-beuz
- Kollet o deus ar vrestiz dec'h da noz a-enep ar Real Madrid