Keleier ar vro d'ar Merc'her 29 a viz Genver 2025
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Anna al Lae : mouezh ar brezhoneg e trenioù THR ar rannvro
Klevet e vez brezhoneg ha gallaoueg en trenioù rannvroel bremañ. N’eo ket bet c’hoazh advouezhiet bep a gemenadenn, met ur gwir kammed war-raok eo evit hon yezh memestra. Gant skipailhad kazetennerien ha kazetennerezed Radio Breizh eo bet adkavet piv ‘deus roet he mouezh e brezhoneg d’an trenioù THR (TER en galleg) : Anna Al Lae an ‘ni eo, a labour en Ofis Publik ar brezhoneg.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe
Brest vs Real Madrid
Stad Brestad ouzh Real Madrid ! Kleub brasañ ar bed ‘vo ‘ba Breizh warc’hoazh da geñver 8vet devezh tro gentañ Champion’s League ! Ur skritell dreistordinal sur deoc’h… Ha plijadur ‘vo da gaout da gentañ kar gounezet ‘neunt c’hoarierien Brest o flas evit c’hoari eil tro ar Champion’s League. Un huñvre deuet da wir ! Gant Julien Meffre ‘neus toullet kaoz Erwan Blanchard evit klask goût gant peseurt tem spered emañ ar Vrestiz un neubeud eurioù a-raok ar match gala… ‘vo ‘ba Gwengamp…
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Dourioù beuz e Breizh ar reter
Keloù deus Gaza
Brezel e Republik Demokratel Kongo
Stourm e Skol-veur Roazhon 2
Ne vo ket divodet ar strollad roazhonad Defense collective