Enklask nevez Splann : betoñs e-leiz war aodoù Breizh
Deuet eo maez enklask nevez ar media Splann. Studiet eo bet a-dost gant ar skipailhad kazetennerezed ha kazetennerien dizalc'h penaos e vez savet bern tiez ha tiez-gwer war aodoù Breizh, daoust d'al lezennoù 'zo sañset gwareziñ an douaroù hag an en-dro. Diskwelet 'zo bet ivez n'eo ket peogwir e vez savet lodennaouegoù ouzhpenn e vez digemeret muioc'h a dud da vezañ o chom er gumun.