Keleier ar vro d'ar Merc'her 22 a viz Genver 2025
Embannet eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel
N'eo vo ket savet ur skol Diwan en Henbont a-raok ar resped a zeu
Bec’h a zo tro-dro d’ar raktres skol Diwan. Goude 2 vloaz a eskemmoù gant dilennidi ar gumun eo bet resevet ul lizher gant ar gevredigezh Bugale ar Blavezh, hag a embann ne vo ket digoret a skol Diwan ar bloaz-mañ er barroz. Ar pal a oa kaout ul lec’h b’ar gumun evit degemer ar vugale. Aodren Trehin a zo aet da gejañ ouzh Maiwenn Kerneis, stourmerez er gevredigezh Bugale ar Blavezh, ha gant Tifenn Siret, ezel deus an UDB ha dilennadez er muiañ niver dileuriet evit ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e kumun Henbont.
Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin
Abadennoù e brezhoneg ba Tiez ar re gozh e Bro-Dreger
Abaoe miz Gwengolo 2023 ez a Mireille Arnouat, gopradez Ti ar Vro Kawan, e tier ar re gozh, da blantañ brezhoneg gant an annezidi. Daoust dezho bezañ klañv, pe lentik, pe hanter vouzar, pe n’o defe ket klevet na komzet brezhoneg abaoe pell, e teu muioc’h muiañ a dud da welet Mireille evit toullañ kaoz en o yezh vamm. Un 30 bennak a dier o deus goulennet diganti dont, ha tremen a ra neuze bep endervezh war ur gumun disheñvel evit kinnig div eurvezh diwar-benn un tem bennak e brezhoneg.
Maëlle Ausias a oa bet o welet anezhi e miz Here, pa veze komzet deus al lin, e EHPAD Gwengamp.
Ur pennad-kaoz gant Maëlle Ausias deus Radio Kreiz Breizh
Ha da glevet ivez er c'heleier :
-Divizoù kentañ Donald Trump prezidant nevez SUA
-Eskemm prizonidi etre Ahel ar rezistañs ha Stad Israel.
-Emgannoù e Jenin e Sisjordania
-Stourmoù sokial e Skol-veur Roazhon 2
-Skipailhoù kentañ kalifiet er Champion's league