en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 21 a viz Genver 2025

Keleier ar vro d'ar Meurzh 21 a viz Genver 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Daou-hanteret eo bet an niverenn a vrezhonegerien abaoe 2018

Embannet eo bet sontadeg diwezhañ TMO war stad ar brezhoneg hag ar gallaoueg hiziv an deiz. E 2018 e oa 207 000 yezher gant ur geidenn oad a 70 bloaz. Ne chom nemet 107 000 brezhoneger hiziv an deiz gant ur geidenn oad 58 vloaz. Selaouomp diouzhtu Fulup Jakez rener ofis publik ar brezhoneg a zispleg ar sifroù-se deomp …

Plantañ girzhier gant Breizh Bocage

Ar goañv eo ar mare mat evit plantañ girzhier. D’ar c’houlz-se emañ skipailhadoù Breizh Bocage o labourat er parkeier, evit sevel ar c’hleuzioù nevez, ha plantañ ar gwez yaouank. Setu ‘pezh ‘zo bet graet gant Gireg Mouton, ‘zo produer frouezh bio nevez staliet en Logivi-Plougras, en Bro Dreger.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Deuet eo Danald Trump da vezañ prezidant ar Stadoù-Unanet evit an eil gwech

- Manifestadegoù ramzel a zo e bro Serbia abaoe miz Du

- War e dalaroù emañ an SNU

- Plantet e oa bet gwez war 1,5 km e Saozon-Sevigneg disadorn gant ar strollad "hameaux branchés" a-enep d'ur raktres panelloù-heol

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio