Cheñchet anv eo France Bleu ha FR3
Abaoe dilun eo cheñchet anv ar radioioù France Bleu hag ar chadennoù skinwel lec'hel FR3, a zo deuet bremañ da vezañ ar rouedad « ici ». Muioc'h a zisplegadennoù gant Gurvan Musset, rener France bleu breizh izel, a zo neuze bremañ « ici » breizh izel.
Gurvan Musset, rener « ici breizh izel », a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Evit poent eo diaes diskoachañ an abadennoù e brezhoneg war lec'hienn Ici breizh izel, met kempennet e vo al lec'hienn ar bloaz-mañ evit lakaat anezho war wel.