Lamet ar banniel Nazi ba arvest Kelc'h Gwengamp.
Tabut 'oa bet ar sizhun dremenet da-geñver konkour Dañs Kendalc'h «Dañs excellañs» e Kemper. Gant kelc'h keltiek Gwengamp 'oa bet diskwelet un abadenn anvet «Rezistañs», ma veze gwelet ur banniel ha saludoù nazi war al leurenn. Gant alioù rezistanted kozh, ha sikour mirdi ar rezistañs e Sant Konan 'oa bet savet ar c'horoll. Klemmoù 'oa bet abalamour d'an arouezioù nazi 'vat; dre se zo bet divizet etre pennoù bras kendalc'h hag ar c'helc'h na vo ket gwelet ar banniel na klevet ar saludoù ken, 'benn sioulaat ar speredoù. Gaelle Herbert eo korollourez ar strollad dañs, muioc'h a displegadennoù ganti. Deus mikro Tugdual Karluer.