Parkadoù tourioù avel nevez en Kreiz-Breizh : 20 tour avel a vo chouk da St Trefin
Ur raktres parkad tourioù avel nevez ‘zo war ar stern en Aodoù an Arvor, e St Trefin. Kalzig a dourioù avel ‘zo bet plantet peotramant a VO plantet er vro. N’eo ket krog c’hoazh an enklask publik evit parkad St Trefin, met studiet eo bet an doser gant Aotrouniezh an endro, a-benn gwelout peseurt efed ‘no ar raktres war an dud hag an endro. Hiroc’h lâret gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Kazi 6 devez-arat a douaroù a vo atrifisializaet evit staliañ an tourioù avel en Landilez. Hag hervez Aotrouniezh an en dro eo kudennek ar raktres evit al laboused hag al logod-dall o vevañ er vro.
(war ar poltred : lenn St Konan, lec'h ma vo gwelet mat ur parkad tourioù avel nevez a-benn nebeud)