en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Dastum lakaet diaes a-fed arc'hant

Dastum lakaet diaes a-fed arc'hant

Start eo ar jeu ar mare-mañ e bed ar c’hevredigezhioù, blam d’an digresk a yalc’hadoù. Gant Dastum ivez eo aï treut ar geusteurenn. Lakaet eo diaes ar gevredigezh ‘blam d’un diouer a arc’hant : benn daou pe dri ‘vloaz e c’hallo bezañ lakaet en arvar zoken. Ha da heul, lakaet en arvar an teñzor poblek a vez meret ganti. Sed aze ur gêr lâret gant Ronan Gueblez, prezidant Dastum an ‘ni eo. Emañ doc’h mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr.

Ma faota deoc’h reiñ harp d’ar gevredigezh hag a vir kementadoù bras a enrolladennoù tud ar vro, kit war lec’hienn internet Dastum.bzh, er rann «  Fond de dotation ». Peotramant kasit ur chekenn da Dastum, 29 bis straed la Donelière, en Roazhon.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio