en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha mediator 146 : Ar rock alternatif e Frañs ar bloavezhioù 80, rock ha politikerezh

Larsen ha mediator 146 : Ar rock alternatif e Frañs ar bloavezhioù 80, rock ha politikerezh

E-pad pell ez eus bet soñjet ne oa ket tu ober sonerezh hep an tiez embann pladennoù hengounel. Er sixties e renont ar marc’had, sinañ a reont kevratoù gant strolladoù a zilezont ken buan all evit sonerien ha sonerezed ye-ye, a-raok asantiñ un nebeud strolladoù en-dro hervez emdroadur c’hoantoù ar selaouerien-ezed. Gant distro ar rock ha tarzhadenn ar punk e sin an tiez embann bras kevratoù en-dro gant strolladoù met o verzout n’eus nemet Trust ha Telephone hag a zo bancable e stardont ar viñs adarre. Ne vez sinet nemet strolladoù a c’hello tizhout ur publik bras. Evit al lodenn vrasañ eus ar strolladoù ez eo « Circulez, y a rien à voir », na lec’hioù pleustriñ , na lec’hioù seniñ, na tiez embann. Ne chom nemet ar c’hav, karrdi ar vamm-gozh pe ar parklec’h dilezet evit pleustriñ. Ha peogwir n’eus nemet ar Gibus pe ar Rose Bonbon, e soner en MJC, tiez ar yaouankiz hag ar sevenadur, er banlevioù hag aze e kej bed ar skwaters eus an tu kleiz pellañ ha bed ar sonerezh. Ganet eo ar rock alternatif !


Playlist :

- La Souris Déglinguée : Rockers (foñs son)

- Bérurier Noir : Petit agité

- Bérurier Noir : Ainsi squattent-ils

- Bérurier Noir : Lobotomie hôpital (foñs son)

- Bérurier Noir : Porcherie

- Les Rats : Le borgne

- Parabellum : Anarchie en Chiraquie

- Ludwig Von 88 : Les trois petits keupons

- Les Collabos : Ta sœur

Levrlennadur :

- Rémi Pépin : Rebelles, une histoire de rock alternatif - embanner : Archives de la Zone Mondiale

- Philippe Manoeuvre présente Le rock français , de Johnny à BB Brunes – embannadurioù Hoëbeke

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio