Staj advouezhiañ e Ti ar Vro Gwengamp
Benn warc’hoazh disadorn, e ti ar vro Gwengamp, en em lako daouzek brezhonegerez ha brezhoneger yaouank d’en em stummañ war an davouezhiañ en o yezh. Gant Tangi Daniel, a-berz Dizale, e vo roet un tañva d’ar vicher-se. Met moarvat e vo aozet un eil staj gant Ti ar Vro, evit lak ar stajidi da deskiñ muioc’h, hag evit reiñ an tu da vuioc’h a dud da gemer perzh… Re a dud ‘zo bet o lakaat oc’h anvioù evit ma vefent digemeret holl, ‘vel ma lâro dimp dustu Vonig Fraval, a-berezh Ti ar Vro Gwengamp.