Embannet eo bet deiziadoù ha lec'hioù loc'hañ ha degouezh ar redadeg 2026
Skipailh ar redadeg a zo é paouez embann deiziadoù ha lec’hioù loc’hañ ha degouezh ar redadeg 2026. Loc’han a ray a Lanuon an 8 a viz mae evit degouezh e Naoned ar 16. Maina an Taleg a zo unan a pevar kenbrezidanted ar redadeg. Aodren Trehin a zo aet e darempred geti evit gouiet hiroc’h. Ur skipailh solud ha skoazell an ti-kêr, setu elfennoù pouezus evit bout choazet él kêr loc’hañ pe degouezh ar readeg he deus displeget Maina An Taleg. Chom a ra ur blezad hanter a-raok an 10vet redadeg met krogiñ a ray bremañ dija ar gevredigezh da sevel an hentad klot, ar pezh a zo ur pezh mell labour a-stroll.