Keleier ar vro d'ar Merc'her 18 a viz Kerdu 2024
Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Breizh Ressources: enklask nevez Splann!
Eil lodenn enklask Splann war ar mengleuzioù a deuio maez hiziv. El lodenn gentañ 'meump bet dizoloet pegen saotret e oa ar froudig e-kichen mengleuz Imerys, en Tregorn, war gumun Groñvel. En daou bennad nevez e vo graet anaoudegezh gant Breizh Ressources, un embregerezh liammet ouzh bed an arc’hant bras, a zo o klask aour ha houarnaj er vro... hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. Peadra ‘vo da lenn digoust, hag en brezhoneg, war lec’hienn internet Splann. Met penaos ‘ta eo bet kaset al labour-se da benn ? Goulennataet eo bet Morgan Large, kazetennerez en RKB hag a gemer Perth ivez en enklask-mañ gant Splann. Ha, klevout a reot, degadoù a dud ‘zo bet lakaet da labourat start evit embann kement a ditouroù. Emañ gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.
Fiskal an Dafar: EP nevez Plouz ha Foen
Fiskal an Dafar, sed aze titl an EP zo savet gant an daou rapour Toutz ha Kavaloù, Gweltaz Foulon ha Kadvael Jolived o anv gwir. Gant o strollad Plouz ha Foen emaint o paouez embann an EP tri don war internet, war ar savennoù sonerezh… Brudet eo Plouz ha Foen evit lakaat an dud da zañsal ha da fiñval... An tri don a ya d’ober an EP 'zo muioc’h a velkoni enno… Selaouomp Kavalou diouzhtu. Emañ gant Erwan Blanchard.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Tourmant 'ba Mayotte: 1373 den zo bet gloazet ha 22 lazhet hervez ar renabl diwezhañ.
Gouennlazh Rwanda: 30 vloaz warlerc'h zo bet kondaonet ur jandarm 'noa kemeret perzh er gouennlazh.
Paul Watson zo aet maez an toull-bac'h!
Takadoù milinoù avel e-maez d'an Oriant: un emvod foran 'vo d'a 7 a viz Genver.
En dañjer e c'hallfe bout lakaet Dastum Breizh