Breizh Ressources, eil lodenn enklask Splann war ar mengleuzioù e Breizh
Eil lodenn an enklask Splann ! War ar mengleuzioù a deuio maez benn arc’hoazh [dimerc’her]. El lodenn gentañ meump bet dizoloet pegen saotret oa ar froudig e-kichen mengleuz Imerys, en Tregorn, war gumun Groñvel. En daou bennad nevez e vo graet anaoudegez gant Breizh Ressources, un embregerez liammet gant bed an arc’hant bras, a ‘zo o klask warlerc’h aour ha houarnaj liesseurt er vro... Hep bezañ bet kelaouet an dud nag an dilennidi. Peadra ‘vo da lenn digoust, hag en brezhoneg, war lec’hienn internet Splann !.
Met penaos ‘ta eo bet kaset al labour-se da benn ? Goulennataet eo bet Morgan Large, kazetennerez en RKB hag ivez a-berzh Splann en enklask-mañ. Ha, klev a rit, degadoù a dud ‘zo bet lakaet da labourat start evit embann kement a ditouroù.