Ti ar gouren zo lakaet e gwerzh, bountet e vo ar bodad gouren er maez?
Lakaet eo Ti ar gouren e gwerzh ! Un ti ‘oa bet savet ‘ba Berrien e 1984. Divizet ‘neunt dilennidi departamant Penn-ar-Bed ha Park an Arvorig en em dizober eus ul lodenn eus ar savadurioù int perc’henn warno. Ur mod evit an ensavadur lec’hel digreskiñ e gargoù. Pezh zo eo Ti ar gouren annez important Kevre Breizh ar gouren : ul lec’h ma ‘vez aozet stajoù, stummadurioù. War dro 2000 stajiad vez degemeret eno bep bloaz. Ur c’holl bras hag ur ranngalon eo da c’hourenerien Breizh sonjal e c’hallfent koll o zi… Selaouomp Jerald Brunou, zo sekretour komite Gouren Penn ar Bed…