Priziet eo bet al lec'hienn Eurominority en ur festival e Frioul
En diskar-amzer e oa bet priziet labour an douaroniour Mikael Bodlore-Penlaez er festival Suns. Ar sonerezh e yezhoù minorelaet e vez lakaet war wel er festival-se, e bro Frioul, e Italia. Met ur priz ispisial a oa bet resevet gant ur breizhad eno, Mikael Bodlore-Penlaez, evit e lec'hienn « Eurominority ».
Ouzhpenn 20 vloaz zo e oa bet krouet al lec'hienn-se gantañ. Titouroù a bep seurt a gaver enni, diwar-benn ar minorelezhioù european. Un hir a labour boulc'het a youl-vat gantañ...selaouomp anezhañ.
Mikael Bodlore-Penlaez a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Embannet eo bet darn eus e labour e « Atlas ar broadoù hep Stad en Europa », e ti Coop Breizh.