Ur strolladeg a zo bet dirak ar Fonderie de Bretagne get Sophie Binet, penn ar CGT
Un devezh stourm sokial a zo bet dec’h c’hoazh e Frañs, evit an industriezh hag al labour dre vras.
Ur strolladeg a zo bet da 13 eur dirak ar Fonderie de Bretagne e Kaodan, é-tal an Oriant. En arvar emañ an embregerezh. Arsavet eo ar broduadur dimerc’her ar sizhun paset, ar 4 a viz Kerzu.
Aman e oa ivez tud a Naval Group, gopridi an Ospital, Lorient Agglo, pe c’hoazh ar chiminaoued.
Sophie Binet e penn ar CGT a zo deuet àr blas. Hag Aodren Trehin a oa duhont ivez.
Lañset eo bet get an deuzerezh ur c’hef argantaouiñ a-stroll àr al lec’hienn Ulule. Betek bremañ eh eus 120 den o deus roet argant, ha tro-dro 6000€ a zo bet rastellaet.