Keleier ar vro d'ar Gwener 13 a viz Kerdu 2024
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Yec'hed 'ba Bro-Dreger, Gouelo ha Kerne-Uhel: roit ho soñj!
Daoust hag eñ ho peus ur medisin evit or war ho tro ? Daoust hag eñ ho peus bet diaesterioù o vont d’an ospital peotramant o klask warlerc’h ur medisin bennak ? Sed aze ur roll 15 goulenn bennak ‘zo o vezañ dasparzhet en Treger Goueloù ha Kerne-Uhel. Gant kazi 500 den e vefe bet roet respontoù e korf pemzektez d’ar c’houlennaoueg-se bet skrivet gant ar strollad "Initiative Urgences Armor Santé Yerc’hed Mat". Er strollad-mañ ‘kaver sindikalourien ha sindikalourezed CGT ospital Gwengamp, stourmerien ha stourmerezed ar PCF, annezidi, ha dilennidi, evel Gael Roblin. Hiroc’h lâret gantañ diouzhtu. Emañ gant Gwenvael Delanoe-ar Berr.
N'eo ket fall ar raktres sevel sportva Stade Brestois 'ba Gwipavaz eme an MRAE!
N’eo ket modern a-walc’h Stad Francis Le Blé, en Brest. 'Blam da se e rank skipailh melldroad Brest mont da c’hoari e grogadoù Champion’s League war tachenn Stad Roudourou, ‘ba Gwengamp. Raktreset 'zo sevel ur sportva nevez, en Gwipavas. 15 000 plas a vo krouet e sportva Arkea Park. Pevar mil anezhe gouestlet d’ar re « V.I.P. ». E penn ar raktres emañ ar vreudeur Le Saint, pennoù-bras an agro-boued er vro. Fin, petra soñjal eus o raktres ? Roet eo bet hec’h ali gant Aotrouniezh an En Dro warnañ. Muioc’h a zisplegadennoù gant Gwenvael Delanoe Ar Berr dustu, war ali ar pennadurezh war al lec’h ‘zo bet dibabet evit sevel an Arkea Park.
Da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
Siria: arabat eo bountañ maez Europa ar re 'neunt goulennet kaout repu.
Ar beure-mañ e vo anvet ministr kentañ nevez gouarnamant Bro-C'hall.
1 miliard ha 900 milion a euroioù: votet eo bet budjed rannvro Breizh
Festival No Border 'vo disoc'h e-kerzh an dibenn-sizhun-mañ.
Rink-Hockey: trec'het eo bet Dinan-Keverezh gant Trissino: 2-0.
Challenge Cup Rubi: RC Gwened-Gloucester warc'hoazh da 6e30