Paul Molac n'en deus ket votet ar mennad disfiz
Votet eo bet ur mennad disfiz get ur muianiver er vodadeg vroadel da c’houde an nav ha daou ugent pik 3 implijet get Michel Barnier evit kadarnaat budjed ar surentez sokial hep vot.
Selaouomp doc’h ar c’hannad nemeton a zo brezhonegour. Paul Molac a zo kannad pastell vro Ploermel er Morbihan. Emañ er strollad LIOT, Frankizoù ha tiriadoù, Libertés et territoires er vodadeg vroadel. Displegan a ra deomp perak n'en deus ket votet ar mennad disfiz.