42 % eus dilennidi Douarnenez Kumuniezh o deus roet o dilez
Muioc'h mui a zilennidi lec'hel a guita o c'harg : maered ha maerezed, kuzulierien ha kuzulierezed kêr, tolpadoù kêrioù pe c'hoazh kumuniezhioù kumunioù. 730 dilennad ha dilennadez o doa roet o dilez er Morbihan da skouer e krof daou vloaz, etre 2020 ha 2022.
E Douarnenez kumuniezh eo bet skubet kuit pe digalonekaet 42% eus ar skipailh abaoe penn kentañ ar respetad, ar pezh a zo ur feur uhel-tre. 11 kuzulier o deus roet o dilez diwar ar 26 abaoe 2020. Metig Jakez-Vargas zo bet o c'houlennata unan anezho a zo hi chomet, Katell Chantreau, kuzulierez kêr e Pouldregat ha kuzulierez e Douarnenez Kumuniezh. Komz a ra deomp eus diaesterioù an dilennidi lec'hel, ha perak ez eus kement dioute o kuitaat o c'harg.
E 2026 e vo dilennadegoù en-dro en tiez-kêr. Diaes eo gouzout hag-eñ e vo trawalc'h a dud o lakaat o anv er c'humunioù bihan evit sammañ ar c'hargoù-se. Evit Katell Chantreau e vefe dav krouiñ ur gwir statud dilennad.ez lec'hel, ur statud goprad.ez, evit desach muioc'h a dud yaouank er vuhez politikel lec'hel.