Manifestadeg e St Brieg da difenn ar servijoù yerc'hed
Kant hanter-kant den tamm-pe-damm a oa bodet bremaik e Sant-Brieg. Galvet e oant da vanifestiñ gant sindikat ar CGT ha FSU, a-benn difenn ar sistem yerc’hed en Breizh, a ‘zo lakaet diaes ‘blam d’un diouer a arc’hant hag a dud. Faot a ra dezhe ivez e vefe roet an tu d’al labourerien ha labourerezed da verañ ar Surentez hollek, evel ma oa bet ijinet er c’hantved diwezhañ. Gwenvael Delanoe Ar Berr ‘zo bet o reportajiñ war ar plas.