Ur merk evit Penn ar Bed
Departamant Penn ar Bed 'neus lañset dec'h ur merk evit brudañ e vro, war patrom ar merk "Breizh" oa bet lañset 9 viz 'zo gant ar c'huzul rannvro. Evit-se 'neus gourc'hemennet Kuzul-meur Penn ar Bed ur sondaj d'an IFOP. Brudet tre 'mañ an departamant e Bro Frañs ; an hini brudetañ e touez ar pemp deus Breizh. Bez 'mañ ivez an hini 'zo ar muioc'h liammet gant identelezh Breizh. Deus pell memes ! Met 'mañ ket gwall vat ar skeudenn deus tu an ekonomiezh. Pal ar merk 'zo just 'walc'h klask sachañ al labour hag ar broduiñ e penn ar vro gant ur frazenn a c'hell bezañ implijet gant an holl adaleg bremañ : « Tout commence en Finistère ». Ul lugan troet e brezhoneg : « Penn ar Bed / Penn da benn ». Anat eo evit Claude Guivarc'h, kuzulier-meur deus Lanniliz.