Ne oa ket reiz lakaat budjed ar surentez sokial da dremen gant ar 49-3 evit LFI
Echu eo gant gouarnamant Michel Barnier. Votet eo bet dec’h gant ar muiañ niver a gannaded ar mellad disfiz. Trawalc’h eo bet gant mouezhioù ar gannaded doc’h an tu kleiz ha reoù an tu dehoù pellañ eus ar Rassemblement National.
Ne oarer ket c’hoazh petra ‘deuio da heul an taol istorel-se er pempvet Republik. Setu perak n’eo ket bet votet ar mellad disfiz gant kannad pastell-bro Ploervael, Paol Molac, a-berzh strollad Frankizioù ha Tiriadoù (LIOT).
Padall e oa sklaer gant an tu kleiz n’helle ket padout pelloc’h gouarnamant Barnier, blam ma oa o varc’hatañ gant an tu dehoù pellañ. Hag ivez blam m’eo tremenet e-biou d’al labour parlamantel graet gant ar gannaded, oc’h implijout ar mellad 49.3 evit ma vefe lakaet en pleustr kousto pe gousto raktres ar gouarnamant da geñver arc’hantiñ ar Surentez Hollek.
Selouomp diouztu Tangi Kazumba, eilour kannadez LFI Murielle Lepvraud, war pastell-bro Gwengamp-Pempoull.