Echu eo respet Ministr ar Mor hag ar besketerezh, Fabrice Loher
Gant fin gouarnamant Barnier e vo echu gant Ministr ar Vro, Fabrice Loher, e respet giz ministr ar mor hag ar bekesketarezh. Ur poent he deus graet Aodren Trehin gant Alain Le Sann war an doserioù pennañ a zo ar mare-mañ.
Alain Le Sann en deus krouet ar festival filmoù « pêcheurs du monde » a zo bep bloaz en Oriant. Prezidant ar gevredigezh peche et developpement eo ha krouet en deus ivez ur strollad stourm evit dazont ar besketeraezh
N’eo ket seder gant dazont ar vicher. D’e soñj dezhañ e vez rebechet traoù a dreuz d’ar besketerien a n’int ket kement-se kablus eus ar gudennoù a zo er mor. Ar saotradur a vehe kaoz ivez hervezañ. Goulenn a ra ma vefe selaouet muioc’h deus outo.
Berr met kalet eo bet ar prantad giz ministr evit Loher. Polemikerezh a zo bet kalzig gantañ. Serriñ Golf Gascogne evit gwareziñ an dolfined, n’eo ket bet evit plijout d’ar besketaerien.
Ha bremañ ma tistroo maer an Oriant ha prezidant Loriant agglo d’ar gêr en do ivez da verañ afer Keroman. Un embregerezh ekonomiezh kemmesk eo, gant ar raktres da sevel ur porzh e Oman. Tamallioù kenstok lazioù a zo war ar raktres ha furchet eo bet ar sez gant ar polis e fin miz du.