Peizantezed ag ar vro a yay da Vrazil da sevel ur rouedad etrevroadel àr an agroekologiezh
Sevel ur rouedad etrevroadel àr an agroekologiezh. Setu ar pezh emañ é ober ar c’hevredigezhioù Amar hag an RBS (réseau Bretagne solidarité). Ispisializet int an div war ar c’hengred etrevroadel hag an deskadurezh poblek.
Ur veaj da Vrazil get peizantezed a zo aozet evit lañsañ ar rouedad. Un emvod evit kempen ar veaj-se a zo bet e-pad an dibenn-sizhun.
Aodren Trehin a zo aet da gejañ get ar skipailh e Roc’h-an-Argoed, pe Rochefort-en-Terre e Galleg, e lec’h ma oa an emvod.
Selaoump Amanda Samarcos, a zo o tonet ag ur familh peizanted hep douar e Brazil. Emañ ar mare man e sevij keodedel e Réseau Bretagne solidarité. Ha da c'houde Marine Robast, legumajerez e Sant-Teve a gemeray perzh d'ar veaj.