Ankeniet eo studierien an UBO gant dazont o skol-veur!
Diaes eo lakaet skol Veur Brest. Abaoe m’eo bet divizet gant ar Stad, e 2009, ma ‘vo emren ar skolioù meur war lodenn an arc’hant zo skolioù meur en em gav en arvar. Arc’hant awalc’h n’eo ket roet dezho evit kenderc’hel da ginnig stummadurioù dereat. Tapet eo an UBO (Universite Bretagne Occidentale) gant diaesamantoù arc’hant bras. Embannet ‘neus Pascal Olivard, ar prezidant, eo 5 milion a euroioù a ra diouer anezho ‘ba kef an UBO evit ar bloaz mañ. Hag ar c’holl yaio war digresk ‘benn 2025… An taol mañ eo 7 milion a euroioù a vanko evit gellout kempouezhañ ar c’hontoù. Dre se ‘neunt komanset studierien an UBO da sevel o mouezhioù ar sizhun mañ. Bet int o vanifestiñ e kreiz ar sizhun evit difenn dazont o skol-veur. E penn kentañ ar sizhun ‘oa bet kaset ur gemenadenn d’an holl studierien ha gopridi gant Pascal Olivard evit dispegañ dezho stad an traoù… Selaouomp, Taran, studier e master. Emañ gant Erwan Blanchard.