en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 5 a viz Kerzu 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 5 a viz Kerzu 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Gwask a vez lakaet war ar vinorelezh Rus e Letonia.

Kresket eo an aon na vefe taget ar broioù bihan-se gant an amezeg bras : Rusia. Rediet eo ar Rused ha rusezed o vevañ er vro da ziskouez int feal ouzh ar gouarnamant Leton, ha pas da Vladimir Poutine. Hag emañ gouarnamant Letonia o klask dilemel an holl roudoù Rus pe Soviedel a zo er vro. Ar bolitikerezh da geñver ar yezh a zeu e kreiz ar jeu ivez, ha taget e vez skolioù ar vinorelezh Rus. Muioc’h a zisplegadennoù a vo gant Aleksandra, Letonez eus kostez Riga, a ‘zo o chom bremañ en Kreiz Breizh.

Sinet en deus departamant Il-ha-Gwilen ar garta Ya d’ar Brezhoneg

Ur brastres war ar bolitikerezh yezh a oa bet kinniget e penn kentañ ar bloaz dija. Dec’h da noz e oa bodet dilennidi hag annezidi Il ha Gwilen ba Ti an departamant evit lid ar sinadur. Denez Marchand bezprezidant e karg deus ar sevenadur hag ar bolitikerezh yezh a vo klevet diouzhtu.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Kouezhet eo gouarnamant Barnier dec'h da noz

- Miliadoù a vanifesterien o deus galvet dec'h prezidant Korea ar Su, Yoon Suk-yeol, da reiñ e zilez

- Harz-labour a vo gant gopridi ar velestradurezh publik e Frañs hag e Breizh hiziv

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio