en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Peseurt dazont evit ar skolioù en Rusianeg e bro Letonia ?

Peseurt dazont evit ar skolioù en Rusianeg e bro Letonia ?

Gant ar brezel en Ukrainia eo aet war stennat ar jeu ivez e broioù Baltek. Kresket eo an aon ma vefe taget ar broioù bihan-se gant an amezeg bras : Rusia.

Ha gwask a vez lakaet war ar vinorelezh Rus en Letonia. Rediet eo ar Rused o vevañ er vro da diskwel int feal da c’houarnamant Leton, ha pas da Vladimir Poutine. Hag emañ gouarnamant Letonia o klask dilemel an holl roudoù Rus pe Soviedek doc’h ar vro. Gwel a rit emañ e-kreiz ar jeu ar politikerezh da geñver ar yezh, hag e vez taget skolioù ar vinorelezh Rus.

Muioc’h a displegadennoù a vo gant Aleksandra, Letonez eus kostez Riga, a ‘zo o chom bremañ en Kreiz Breizh. Sed aze un atersadenn graet gant Gwenvael Delanoe Ar Berr hag advouezhiet gant Aodren Trehin.

Kazi ur c’hard eus an dud en Letonia ‘zo Rus. Kalz anezhe a oa deuet d’en em staliañ er vro pa oa c’hoazh en URSS. Plaset mat er gevredigezh oa ar Rused d’ar poent-se, ‘pezh ‘n’eo ket gwir ken hudu an deiz. Kalz anezhe neuint ket gellet tapout ar vroadelezh Leton, pad all neuint hini ebet all. Krouet ‘zo bet ur statud ispisial evite, ar statud « non-keodedour » : ‘pezh a dalv : n’hellont ket votiñ, nag ober micherioù 'zo. Ha ne ra forzh ma neuint kemeret perzh pe get er stourm da dizalc’hiñ ar vro e fin an URSS.

Ha strizhet eo bet ar reolennoù dibaoe : etre mil ha tri mil Rused ha Rusedezed gozh a c’hallfe bezañ rediet da guitaat ar vro ma ne deuont ket a-benn da dremen un arnodenn yezh letoneg en amzer da dont.


Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio