An embann brezhonek evit ar re yaouank : diaes eo desach ar familhoù
Saloñs an embann evit ar yaouankiz a oa bet dalc'het e Pluguen dec'h, e-kichen Kemper. Setu tri bloaz zo ne oa ket bet eus an darvoud-mañ, hag evit an distro e oa bet lakaet war wel Bro Gembre er saloñs. Standoù tiez embann brezhonek evit ar vugale a oa evel just, met ivez c'hoarioù ha sonadegoù evit ar re yaouank. Un digarez e oa ivez evit an embannerien da stadañ an traoù e bed an embann brezhonek. Camille Argouarc'h, eus an ti embann Keit Vimp Bev, Arnaud Elegouet eus an ti embann Bannoù-heol hag Alice Armenio-Koig, he doa studiet an embann levrioù e brezhoneg evit ar yaouankiz evit he memor, o doa kemeret perzh en un daol-grenn war an tem diwezhañ-mañ. Selaouomp anezhe.
Klevet ho peus un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas.