en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 3 a viz Kerdu 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 3 a viz Kerdu 2024

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Prenañ an douaroù labour evit peizanted yaouank 'ba Sant-Kadou!

Bout prest evit prenañ douaroù labour Sant-Kadou ‘ba Menez-Are. Ur bloaz hanter zo ‘oa lakaet ar gaoz war ar mod da zerc’hel an douaroù ha fiziañ anezho ‘ba peizanted yaouank ar vro kuit ma yafent an holl gant ar beizanted vras. Setu ur raktres zo douget gant tud eus Sant-Kadou ha dreist-holl gant c’hwec’h maouez, en o mesk Dounia Wolteche. D’an 2 a viz Meurzh e vo dalc’het an emvod kentañ, da 4e, ‘ba sal ar gouelioù ‘ba Sant-Kadou. Displegadennoù gant Dounia Wolteche ouzh mikro Erwan Blanchard.

Mont a ra war raok ar brezhoneg e Breizh ar reter !

Evel-se en deus sinet kumun Mousterel ar Gwast ar garta Ya d’ar Brezhoneg live 1. Etre Sant Maloù ha Roazhon emañ ar gumun-mañ. Daou vil a annezidi a zo o chom di. Ul lid a oa bet renet digwener d’abardaez gant Lionel Henry, Maer ar gumun, ha Paol Molag, prezidant Ofis Publik ar Brezhoneg. Klozet e deus al lid gant ur sonadeg gant sonerien ar barrez, Lionel Henry zo bet goulennataet gant Anton Burel er fin, hag e oa kontant bras gant al lid-mañ. Da vezañ klevet ivez Liza Pirou.

Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier :

  • Daou vennad disfiz ouzh gouarnamant Michel Barnier

  • Harzh labour a vo gant ar gargidi a-benn diriaou

  • Disoc'h eo gant ar c'heulfe 'ba Kanaki

  • Kondaonet eo bet Stad Veljia evit bout skrapet ha diblaset bugale metis 'ba Kongo

  • Manifestadegoù ouzh ar gouarnamant a-du Russia zo 'ba Jeorjia

  • Repubik Bro-Iwerzhon a chom en tu kreiz

  • Stad Briochin a zegemero an Havr Nevez da geñver 32vet tro Kip Bro-C'hall melldroad.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio