en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 29 a viz Kerzu 2024

Keleier ar vro d'ar Gwener 29 a viz Kerzu 2024

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Lezenn reoliañ al lojeiz berr dermen : savpoent ALDA

Votet eo bet al lezenn evit reoliañ al lojeiz a verr dermen giz Airbnb er vodadenn vroadel ar 7 a viz Du. Gortozet bras e oa gant ar gevredigezh Alda hag a stourm kreñv evit ar gwir d’en em lojañ e Bro Euskal. Abaoe ur bloaz hanter dija e oa kroget an tabutoù politikel war ar sujed. Kemeret neun perzh izili Alda da sevel al lezenn. Klevet int bet gant ar c’hannaded neun tenet splet deus o skiant-prennet war an dachenn. Aodren Trehin a zo aet e darempred gant Xebax Christy mouezh aotreet Alda. Kontañ a ra deomp petra eo ali ar gevredigezh war al lezenn e stumm eo bet votet.

Ur pennad kaoz gant Aodren Trehin

Fenoz e vo nozvezh an Telethon !

Tost trizek milion ha pevar ugent a euroioù ‘oa bet dastumet evit an Telethon ‘ba Frañs warlene. N’eo ket bet pizh ar Vretoned ivez kar en holl eo muioc’h evit 6 milion ‘oa bet serret a-drugarez da gantadoù a animassionoù ‘oa bet kinniget e pep lec’h. Aozet eo an Telethon hiziv ha disadorn. War wel ‘vo lakaet an darvoudoù ‘vo kinniget ‘ba Kemper adalek warc’hoazh. Skignet ‘vo war France Television ul lodenn anezho ! An 38vet gwech eo e vo dalc’het an Telethon. Ur gouel a-bouez tre evit an dud zo tapet klañv gant kleñvedoù genetek hag evit o zud. Mikeal Konk, eus Plougin, a stourm abaoe tregont vloaz evit kas ar muiañ a arc’hant d’an AFM, Association Française contre les Myopathies. Ur stourm kaset gantañ hag e wreg asambles gant tud all ‘ba kanton Gwitalmeze abaoe ma ‘oa embannet dezho eo tapet unan eus o mibien gant ur c’hleñved genetek.

Ur pennad kaoz gant Erwan Blanchard

Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :

  • Bresk eo an Harz tennañ e Liban

  • Keloù deus Gaza

  • Dilennadegoù kannad e Republik Iwerzhon

  • Krogadoù melldroad an dibenn-sizhun

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio