Priz Meur ar Bladenn gant "Produet e Breizh" 'ba Landerne 'benn digwener
Priz Meur ar Bladenn gant "Produet e Breizh" 'vo lidet 'benn digwener noz 'ba Landerne. Pedet 'vo loreidi ar bloaz mañ da seniñ war leurenn ar Family: stumm gwir sonadegoù. Ar wech kentañ 'vo aozet un abadenn e-giz-se gant "Produet e Breizh" 'neus displeget Malo Bouessel-Dubourg, da Erwan Blanchard.
Ouzhpenn, 'vo gwelet Robin Foster unan eus loreidi 2012. Priziet 'oa 'vit e album "Where do you go from here?" Da 8e45 krogo ar c'honsert kentañ.