Kemeret he deus perzh ar gevredigezh Alda da sevel al lezenn reoliañ al lojeiz berr dermen
Votet eo bet al lezenn evit reoliañ al lojeiz berr dermen 'giz Airbnb er vodadeg vroadel d'ar 7 a viz Du.
Gortozet bras e oa gant ar gevredigezh Alda, a stourma kreñv evit ar gwir d’em lojiñ e Bro Euskadi. Abaoe ur bloaz hanter dija e oa kroget an tabutoù politikel war ar sujed. Kemeret o deus perzh izili Alda da sevel al lezenn. Klevet int bet gant ar c’hannaded o deus tennet splet ag o skiant-prenet war an dachenn.
Aodren Trehin a zo aet e darempred gant Xebax Christy, mouezh aotreet Alda. Kontañ a ra deomp petra eo ali ar gevredigezh war al lezenn en e stumm bet votet. Laouen eo dre vras gant al lezenn reoliañ al lojeiz berr dermen. Met 'giz m’en deus displeget da Aodren, e vo bremañ ret diwall ma vehe doujet diouti. Ha chanterioù all a zo gante ouzhpenn da Airbnb. Da skouer war tem an eil lojeiz, ar feurmoù maez-lezenn pe c’hoazh al lojeiz sokial. Kontañ a reont war ur skipailh gopridi hag ivez dreist-holl war ar mil ezel a zo er gevredigezh evit kenderc’hel gant ar stourm. « Asambles e vezomp trec’h » a zo just a-walc’h lugan Alda.