38vet Telethon a vo dalc'het e-kerzh an dibenn-sizhun-mañ
Tost 93 milion a euroioù ‘oa bet dastumet evit an Telethon ‘ba Frañs warlene. N’eo ket bet pizh ar Vretoned ivez kar en holl eo muioc’h evit 6 milion ‘oa bet serret a-drugarez da gantadoù a animasionoù ‘oa bet kinniget e pep lec’h. Aozet eo an Telethon warc’hoazh ha disadorn. War wel ‘vo lakaet an darvoudoù ‘vo kinniget ‘ba Kemper adalek warc’hoazh. Skignet ‘vo war France Television ul lodenn anezho ! An 38vet gwech eo e vo dalc’het an Telethon. Ur gouel a-bouez-tre evit an dud zo tapet klañv gant kleñvedoù genetek hag evit o zud. Mikeal Konk, eus Plouguin, a stourm abaoe tregont vloaz evit kas ar muiañ a arc’hant d’an AFM, Association Française contre les Myopathies. Ur stourm kaset gantañ hag e wreg asambles gant tud all ‘ba kanton Gwitalmeze abaoe ma oa bet embannet dezho eo tapet unan eus o mibien gant ur c’hleñved genetek. Emañ gant Erwan Blanchard.