Trawalc'h gant ar feulterioù jener !
An devezh etrevroadel a-enep d'ar feulsterioù jener pe feulsterioù seksist ha seksel e oa dec'h. Bep eil devezh e vez ur benlazh pe « féminicide » e Frañs. Ur plac'h diwar div he deus bet da c'houzañv feulsterioù seksel e-kerzh he buhez e Frañs dija. Kant div blac'h warn ugent a zo bet drouklazhet abaoe penn kentañ ar bloaz ouzhpenn da se, ha ne z a ket ar sifroù-se war zigresk abaoe dek vloaz. Manifestadegoù a oa bet dec'h neuze e kêrioù bras Breizh, evel e Kemper. Kantadoù a dud a oa en em vodet evit ober trouz ha klask cheñch penn d'ar vazh. Moira a oa en o zouez. Labourat a ra e bed ar yec'hed ha test eo eus ar feulsterioù jener. Kalz merc'hed a zigor o c'halon dezhi.
Klevet ho peus ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas. Dec'h e oa bet embannet gant ar gouarnamant e c'hellfe ar maouezed dougen klemm en holl ospitalioù o deus ur servij jinekologel a-raok fin ar bloavezh 2025 ; ouzhpenn d'ar c'homiserdioù. Kresket e vo ivez ar budjed war an ingalded etre ar plac'hed hag ar baotred eus 10% ar bloaz o tont. Met pell e chom c'hoazh eus an 2,6 milion a euroioù a zo goulennet gant ar c'hevredigezhioù feminist.