Pemp real a vo ! 100 bloaz harz-labour plac'hed ar friturioù
Disadorn e oa bet lidet 100 vloaz harz-labour merc'hed ar friturioù e Douarnenez, ul luskad sokial staget gant ar micherourezed e miz Du 1924 evit kreskiñ o c'hoproù ha kaout ar gwir da vezañ ezel eus ur sindikad. 2000 penn-sardin o doa diskroget gant al labour d'an deiz-se ha manifestet e straedoù Douarnenez, gant al lugan « Pemp real a vo », ar c'hresk gopr goulennet d'ar c'houlz-se. Ur miz hanter e oa padet an harz-labour taer-se, en doa merket bras ar speredoù. Rak klasket o doa « torrerien harz-labour » drouklazhañ ar maer, an aotroù Flañcheg, a harpe ar stourm, ar pezh en doa graet reuz bras e Frañs a-bezh.
Ar c'han a oa ivez e krezig kreiz manifestadegoù ar c'hantved diwezhañ, hag e kreiz ar gouel disadorn. Ul laz-kanañ 300 den, bras ha bihan, gwisket e ruz ha du, en doa kanet e brezhoneg, galleg pe c'hoazh spagnoleg. Metig Jakez-Vargas a oa war al lec'h.
Ar gouel-se, « Pemp real a vo », a oa fin ar c'houlzad abadennoù Dispar Amzer e Douarnenez, a lak war wel ar brezhoneg e-pad an diskar-amzer. Met darvoudoù all a vo aozet e kêr betek penn kentañ miz Genver tro-dro d'an harz-labour, da lâret eo keit ma oa padet ar stourm 100 'bloaz zo.