Ha stenn zo etre an dud a gas kezeg houarn hag an otoioù?
Mont gant an hent gant e varc’h-houarn a c’hall bout danjerus mat. Ingal e vez gwalldarvoudoù etre ar re a ya gant o c’hezeg-houarn hag ar re ya gant o c’hirri-tan. E 2023 e 226 den a yae gant o velo zo bet lazhet war an hent. Nevez zo eo bet lakaet war wel marv un den yaouank ‘ba Pariz, stoket ‘oa bet outañ gant un SUV pe c’hoazh marv « L’homme en bleu » ‘ba bro Limoges. Deomp da selaou Lomig Danteg, paotr e velo. D’al labour e ya gant e varc’h-houarn bemdez betek kreiz kêr Vrest. Emañ gant Erwan Blanchard.