en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Mengleuz pistrius en Groñvel : enklask diwezhañ Splann!

Mengleuz pistrius en Groñvel : enklask diwezhañ Splann!

Fellout a ra d'an embregerezh Imerys astenn mengleuz Andalouzit Groñvel. Ur c'hard eus produadur bedel an danvez-se a vez dastumet eno. Ha roet en deus ar Stad an aotre d'an embregerezh evit toullañ an douar betek 2044 ! Padal eo kontammus-tre ar vengleuz evit an endro, en desped d'ar pezh a embann Imerys. Setu ar pezh a zo diskouezet gant enklask diwezhañ ar media Splann.


Teir rann enklask diwezhañ Splann, war vengleuz Groñvel, a zo da lenn war o lec'hienn. An enklask a ziskouez ar gwask a vez laket gant Imerys war an dilennidi hag ar strollegezhioù lec'hel. Lak a ra ivez un tamm sklêrijenn war pennoù bras Imerys, ar familh Desmarais.
Ur vanifestadeg a vo 'benn disadorn a-enep da gresk ar vengleuz e Groñvel, da 2eur, dirak iliz Tregornan. Sonadegoù a vo da heul adalek 7e noz e sal gouelioù Plonevez Kintin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio