Galv Pondi: renerien stalioù ar vro 'zo erru skuizh gant sistem Frañs
Nac'haat 'ra renerien stalioù 'zo 'ba Breizh paeañ an eoktaos. Dimeurzh noz tremenet 'oa bodet un tregont bennaket a embregerien 'ba Pondi 'vit sevel a-enep un taos 'vo lakaet en pleustr e miz Here c'hallfe rivinañ ekonomiezh Breizh. War un dro 'neunt lañset ur galv, tro dro da Jakez Bernard, pdt Produet e Breizh, Alain Glon, un embreger bras eus Loudieg, pe c'hoazh renerien SICA Kastell-Pol. Selaouomp soñj Malo Bouessel-Dubourg, rener Produet e Breizh. Evitañ n'eo ket ekotaos pe taos Borloo ijinet da geñver Grenelle an en-dro, un taos 'vit stourm 'vit an en-dro, met tailhoù ouzhpenn. Gant Erwan Blanchard.