C'hoariva gant skolajidi eus Breizh-Izel 'ba Gouenou
Un devezh c'hoariva gouestlet d'ar skolajidi 'oa dalc'het 'ba Gouenou, kichen Brest, dec'h. Skolajoù gant hentennoù brezhoneg-galleg eus Lannuon, skolajoù Diwan Gwiseni ha Plijidi pe c'hoazh skolajidi o teskiñ brezhoneg 'ba Gwitalmeze 'neunt diskouezhet pezhioù-c'hoari skrivet ganto. Aozet 'oa an devezh gant C'hoariva, ur gevredigezh 'neus da lakaat ar c'hoariva e brezhoneg war wel. Tud yaouank skolaj Gwiseni, 3de klas, 'oa tremenet e plas diwezhañ 'vit kinnig o oberenn: 'ba ti Chikopik 'zo pich prizioù: un istor 'ba ur gourc'hmarc'had 'ba bro-leon lec'h fell d'an implijidi sevel un arvest da geñver Nedeleg. Selaouomp, rener ar stal: Jacob gha war e lerc'h: Alwena.