Un den meur 'oa Pierre Mauroy hervez François Marc
'Benn arc'hoazh 'vo rentet enor da bPierre Mauroy 'ba "Les Invalides" 'ba Pariz. Aet eo ministr kentañ ha maer Lille da anaon da 84 bloaz ar sizhun dremenet. Unan eus an dud veur 'bar PS eo bet e-kerzh an tregont vloaz tremenet. François Marc 'zo senatour 'neus labouret gantañ betek 2011 'pa oa dilezet gant Pierre Mauroy e garg a senatour. Kontet 'neus, François Marc, da Herve ar Beg eus Arvorig FM peseurt soñj 'neus dalc'het eus an den.