en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha mediator 141 : Ar rock hag ar gourdrouz nukleel er bloavezhioù 80

Larsen ha mediator 141 : Ar rock hag ar gourdrouz nukleel er bloavezhioù 80

En ugent vloaz diwezhañ e vousc’hoarzhemp kentoc’h pa oa kaoz eus bombezennoù nukleel. Kempouez ar c’henspont ha strategiezh ar « respont dereziet » o doa diskouezet o efedusted. Kement a bennoù nukleel a oa a bep tu ma oa diskiant soñjal e c’hellfe unan bennak pouezañ war ar bouton. Ha kouezhet e oa URSS en he foull ouzhpenn tregont vloaz zo. Hogen setu ma c’hourdrouz Poutine da implijout an armoù nukleel a-enep ar c’hornog ma emellont e brezel Ukreinia. Un tammig pelloc’h eo staliadurioù nukleel Iran hag a zo gourdrouzet gant Israel. Hag ar bed o treiñ da sot adarre. Emaoc’h o selaou Larsen ha Mediator, hag hiziv e splujomp e anken ar brezel nukleel er bloavezhioù 80.

Playlist :

- Blond-Blond : La bombe atomique (tennad-son)

- Boris Vian : La java des bombes atomiques (tennad-son)

- Sun Ra : Nuclear war (foñs-son)

- UB 40 : The earth dies screaming (foñs-son)

- The Dicks : I hope you get drafted

- Kate Bush : Breathing

- Ultravox : Dancing With Tears In My Eyes (tennad-son)

- Alphaville : Forever you (tennad-son)

- Sting : Russians (tennad-son)

- Nena : 99 luftballons (tennad-son)

- Righeira : Vamos a la playa (tennad-son)

- The specials : Man at C&A (foñs-son)

- Li'l Rodney C & KK Rockwell : Bombs aren’t cool ! (tennad-son)

- Peter Tosh : Nuclear war (tennad-son)

- Megadeth : Rust In Peace...Polaris (foñs-son)

- Rankin Taxi : You Can't See It, And You Can't Smell It Either

- Sexy Sushi : La bombe

Levrlennadur :

- La revue d’histoire militaire : this machine kills fascists, le rock américain et l’engagement contre la guerre – pennad gant Cécile Dauvergne

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio