en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Beilhadeg Plegad-Gwerann

Beilhadeg Plegad-Gwerann

Un darvoud eus a vravañ a vo dalc’het ‘benn disul en Treger Vihan, en brezhoneg penn-da-benn, gant kalzig a vrezhonegerien a-vihanig. Ba Plegad-Gwerann, kichen Plouigno, e vo dalc’het an eil beilhadeg aozet gant ar strollad « Brezhoneg e Plouigno » ha KLT – Ti ar vro Montroulez. Warlene, evit an dro gentañ, ‘neus graet berzh an abadenn. Hiroc’h lâret dustu gant Herve ‘n Aotroù (Lotroù), ‘zo ‘touez an aozerien.

Pezhoù-c’hoari, muzik, kananouennaoù… Leun e vo ar roll, peogwir e krogo da 2eur hanter beket 6eur noz, gant un tamm ehan ‘ba kreiz memes tra, da evañ ur bannac’h chistr pe gafe. 6 euro ar mont-e-barzh, peadra da rastellaat arc’hant evit ar gevredigezh Mimi Pour La Vie, a gaso ar gweneien da stourm enep ar c’hrign-bev.

Setu : disul 24 a viz Du, en sal Guillaume Lejean ‘ba Plegad-Gwerann (diwallit : n’eo ket Plegad « Moezan », met « Gwerann »)

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio