Stabil eo an niver a vugale skoliataet e brezhoneg e KBI
Heuliañ a ra kumuniezh kumunioù Kemper Breizh izel a dost an niver a vugale enskrivet en hentadoù skoliatañ e brezhoneg. Dre vras e chom stabil an niver a vugale en hentadoù divyezhek, daoust ma zo bet un memestra un digresk eus 0,6% eus an niver a vugale enskrivet en hentennoù-se ar bloaz-mañ da geñver warlene. Tost 1200 skoliadez ha skoliad a zesk brezhoneg, eus ar skol-vamm betek al lise. Met n'eus klas brezhoneg ebet c'hoazh e tost div drederenn eus ar c'humunioù. Muioc'h a ditouroù gant Anna-Vari Chapalan, dilennadez en karg eus ar brezhoneg e kêr Gemper, Roland Martot, en karg eus an deskadurezh katolik divyezhek e Penn-ar-Bed ha Keven ar Fur evit ar skolioù Diwan.
Un atersadenn kaset da benn gant Metig Jakez-Vargas. Ur gudenn all bet meneget gant an dud aterset evit kas war-raok ar brezhoneg en eil derez a zo reform Blanquer ar vachelouriezh. Krouiñ a ra kevezerezh etre an danvezioù dibab ha techet e vez neuze al liseidi ha liseadezed da zibab yezhoù pe danvezioù all.