en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Foetadenn gentañ e Sant-Brieg

Foetadenn gentañ e Sant-Brieg

600 den mennet ‘oa deuet disul da redek ha da vale er Foetadenn, ‘ba St-Brieg. Evit ar wech kentañ eo bet aozet ar redadeg war-droad-se gant kuzul skoazell Diwan, da rastellat arc’hant. Ha graet ‘neus berzh an darvoud ! Kalz muioc’h a dud evit ‘pezh ‘oa raksoñjet ‘oa deuet da ruzañ o votoù en traoñiennoù St-Brieg, peadra da rastellat kalzig a arc’hant. Troiadoù a-bep live a oa : un hentad baleadenn drankil, gant skritelloù da dizoloiñ glad St-Brieg, peotramant un droiad da redek 10 km, hag un all eus 19 km. Hag e oa dav d’ar rederien ha rederezed esperniañ o startijenn peogwir e pigne hardi an hent e fin tout an droiad...

Ur gêr a vo lâret diouzhtu gant Sesil Morvan, mamm ur skoliad, ha warlerc’h gant Margot Kerioù, skolaerezh, ha renerez ar skol an ‘ni eo.

Ur reportaj bet graet gant Gwenvael Delanoe. Kaoz ‘zo dija eus aozañ ur Foetadenn all ‘benn ur bloaz. Sed aze un doare dreist-ordinal, hag efedus, da sevel arc’hant evit Diwan. Met afer ‘no Skol Diwan St-Brieg kontañ c’hoazh war nerzh ar gerent hag an dud a youl-vat, peogwir eo dav kavout ar peadra da baeañ 5 post a vije gopret gant an ti-kêr betegen.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio