Cheñchet 'vo stumm Gouel broadel ar brezhoneg adalek 2025
N’omp nemet e miz du, met emañ dija skipailh Mignoned ar brezhoneg o kregiñ 'barzh aozadur Gouel Broadel ar brezhoneg. Keloù gentañ abadenn 2025 a zo bet roet en emvod kelaouiñ. Cheñchamantoù pouzeus a vo gant stumm ar gouel. Emañ Claire Le Moing, kenurzhierez GBB é tisplegañ kement-se deomp diouzh mikro Aodren Trehin. Bep eil blez e vo neuze an abadenn e plas bep eil blez. E Mellag, kostez Kemperle e vo ar wezh é tonet. Kenlabourat a ray skipailh GBB get hini maner Maner Kernod a zegemeray ar gouel. Ti ar Vro bro Kemperle a vo ‘barzh ar jeu ivez.