Maoried en fulor e Parlamant Zeland Nevez
Fuloret eo ar Bobl Maori en Zeland-Nevez. Manifestadegoù ‘zo bet aozet e kêrioù ar vro gante evit talañ enep d’ur raktres lezenn a lako en arvar gwirioù o fobl. Klasket 'vez gant an tu dehoù dismantrañ ar c’henemglev Waitangi, un emglev a-bouez-penn ‘oa bet sinet, pell ‘zo, en 1840, etre ar Rouantelezh Unanet ha 500 penn-bras Maori. Ken stenn eo ar jeu ha m’eo bet graet trouz forz pegement er parlamant bremaik [DIRIAOU]. Hiroc’h displeget gant Gwenvael Delanoe, hag e klevit ar sonioù bet enrollet gant kameraoù ar Parlamant.
Votet eo bet ar c'hinnig. Met n’eo ket ‘vit se eo sur e vo lakaet en pleustr da vat ar raktres lezenn-se peogwir ‘no an destenn da distreiñ dirag ar parlamant un eil gwech d’ar mizioù da dont.
Hag a-benn dimeurzh e tigouezho ur gerzhadeg vras en kêrbenn ar vro, Wellington, a oa partiet ar sizhun tremenet eus an hanternoz tout, aozet gant strolladoù Maori evit talañ doc’h ar raktres lezenn-se. Ur vanifestadeg vras a vo dalc’het dirag ar parlamant koulz an degouezh, hag evel-just, e vioc’h kelaouet war an darvoudoù-se gant ho pemp radio en brezhoneg.