Larsen ha mediator 143 : Ar rock ha trubuilhoù Norzhiwerzhon (1)
E Norzhiwerzhon e ouezer diouzhtu ha katolik pe brotestant oc’h hervez an anv ho peus pe ar c’harter ma vezit o chom ennañ. Trawalc’h e oa ur mare zo bet evit lakaat ho puhez en arvar. Siouloc’h eo an traoù bremañ met pa seller ouzh an deskadurezh hag enskrivadur ar vugale er skolioù eo splann e chom rannet mat ar c’humuniezhoù katolik ha protestant, 8 % eus ar skolidi nemetken a zo skoliatet e skolioù kemmesk. Hiziv e Larsen ha Mediator e komzomp eus sonerezh evel-just hag eus ur brezel ne oa ket anvet evel-mañ, kavout a raed gwelloc’h implijout ar ger « troubles » evel ma komzed eus « darvoudoù » pa oa Brezel Aljeria.
Playlist :
- Sinéad O'Connor & The Chieftains : The Foggy Dew
- Shamrog : Come Out Ye Black And Tans (foñs-son)
- The Men Of No Property : Rubber Bullets (foñs-son)
- The Barleycorn : Men Behind The Wire
- The Wings : Give Ireland Back To The Irish
- Cal : Fear and hatred (sonerezh gant Marc Knopfler)
- John Lennon ha Yoko Ono : Sunday Bloody Sunday
- U2 : Sunday, Bloody Sunday (live er C’holorado e 1983)
Levrlennadur :
«Suspect Device» : punk et violence dans l’Irlande du Nord des « Troubles » - Timothy A. Heron – OpenEdition Journals
«Il y a 25 ans, l’accord de paix du Vendredi Saint : six dates pour comprendre le conflit qui oppose l’Irlande du nord à Londres », pennad gant Cathy Lafon embannet gant ar gazetenn sud-Ouest d’an 10 a viz Ebrel 2023