Ur werjez kengred a ro lañs en dro da sistrerezh Rozavern
Ur werjez kengred a ro lañs en dro da sistrerezh Rozavern
Warlene e oa bet skoet bras sistrerezh Rozavern e Terrug gant ar gorventenn Ciaran, koulz hag amezeg ar feurm a zo mager-gwez (pépinièriste, e galleg). Evit gallet adlañsañ o stalioù o deus kavet asambles 500 den evit paeroniñ bep a wezenn avaloù. Plantet e vint en ur park nevez 'benn bloaz, evit erlec'hiañ ar 400 gwezenn a oa bet diskaret gant ar barr-amzer. Met dav e vo d'ar broduerien sistr gortoz ugent vloaz araok na c'hellfent produiñ kement a avaloù hag ar pezh a zastumment araok Ciaran. Muioc'h a zisplegadennoù gant Jennifer Skouarneg, eus sistrerezh Rozavern.
Jennifer Skouarneg a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas.