en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Tourioù-avel nevez a vo e St Konan ha Kreiz Breizh

Tourioù-avel nevez a vo e St Konan ha Kreiz Breizh

Kalzig a raktresoù sevel tourioù-avel ‘zo war’r stern ‘ba Kreiz-Breizh ar mare-mañ. En Groñvel, en Laruan, Logivi-Plougras, Plounevez-Moedeg, Boulvriag, Bulat Pestivien, Kerbêr, St Adrian… Evit lod ‘zo bet plantet ar peulioù dija, met raktresoù all ‘zo c’hoazh o talañ doc’h strolladoù annezidi ‘zo enep an efedoù fall a vo digaset gant an tourioù-avel, war al loened gouez, war ar dremmwel hag ar girzhier.

Bet eo bet Gwenvael Delanoe o toullañ kaoz gant Liliane Thoraval, ‘neus bet displeget dezhañ, a-berzh ar c’henstrollad Vent Debout, perak ‘oa a-enep a raktres plantañ 6 tour-avel bras nevez e kumun St Konan.

Hervez Aotrouniezh an Endro e oa, warlene, unnek parkad tourioù-avel er c’horn bro. Un enklask foran ‘zo bet da geñver ar raktres en St Konan, met ar gomiserez-enklasker a oa evit ma vefe nullet raktres an daou tour avel diwar ar c’hwec’h en holl a vo gwelet eus abati Koat Malhouenn, war gumun Kerbêr.

Hag ar mare-mañ ‘zo div enklask-foran all da geñver daou raktres parkad tourioù avel all : un en Plougonwaz (Plouguenast) ha Langast, un all war gumun Illifav. Kit da c’houlenn an titouroù en tiezh-kêr ma faota deoc’h lenn hiroc’h pe reiñ ho soñj war ar raktresoù-se.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio